Colette Renard

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Colette Renard (Colette Raget hec'h anv gwir) zo ur ganerez c'hallek ganet d'an 1 a viz Du 1924 en Ermont ha marvet d'ar 6 a viz Here 2010 e Saint-Rémy-lès-Chevreuse (Yvelines). Aktourez eo ivez.

He buhez[kemmañ]

Kanerez e oa he laz-seniñ Raymond Legrand, a zimezas ganti. E 1956 e oa Irma er gomedienn kanet Irma la douce, savet gant Marguerite Monnot, ha c'hoariet ganti betek 1967. Meur a wech he deus bet kanet en Olympia, pe Bobino, ha dreist-holl gant Georges Brassens e 1976.

Hiziv e vez kanet he c'hanaouennoù c'hoazh gant riboulerien : meur a bladenn he deus graet gant kanaouennoù brudet da vezañ pe skañv pe lous. Savet he deus meur a hini hec'h-unan, ha brudet eo Les Nuits d'une demoiselle, ma tiskouez pinvidigezh an troioù-lavar gallek a-zivout an doareoù da c'hoari div.

Pell oa ne c'houneze ket he buhez o kanañ ken, met kavet he doa un tamm labour abaoe 2004 en ur heuliad skinwel pemdeziek Plus belle la vie e France 3. Gwelloc'h hag enorusoc'h he doa graet pa oa yaouankoc'h, evel e 1963 gant Charles Vanel er film Un roi sans divertissement, gant François Leterrier, diwar romant Jean Giono, savet ar sonerezh anezhañ gant Maurice Jarre ha Jacques Brel.

En 1998, he deus skivet istor he buhez : Raconte-moi ta chanson (Grasset, ISBN 2246574110).

Prizioù[kemmañ]

  • Grand prix de l'Académie Charles Cros,
  • Grand prix de l'Académie du disque français,
  • Grand prix du président de la République,
  • Grand prix international du disque,
  • Officier des Arts et Lettres,
  • Médaille de Vermeil de la Ville de Paris.

Liammoù diavaez[kemmañ]