Coffeeshop

Eus Wikipedia
Ur c'hoffeeshop en Amsterdam

Coffeeshop a reer eus stalioù a gaver en Izelvroioù ma c'haller prenañ ha butuniñ kanab enno. Kement-se a vez graet dindan reolennoù strizh. Aotreet eo ar seurt stalioù en Izelvroioù abaoe 1976. An aotre a voe roet goude ma voe embannet an danevell Baan (1972). Abaoe m'eo bet embannet lezenn « Damokles » (miz Ebrel 1999) e c'hall ar vaered lakaat serriñ ar c'hoffeeshopoù en abeg d'an noazadur pe ma'z a a-enep d'al lezenn diwar-benn an opiom. An Izelvroioù a zo unan eus ar broioù nemeto er bed ma vez asantet (hep ma vefe diouzh lezenn) ar gwerzhañ hag an implij kanab. Lod brasañ ar pratikoù a zeu eus ar broioù tro-war-dro : Frañs, Belgia, Alamagn. Touristelezh ar c'hanab a reer eus an dra-se. Setu perak e klemm alies gouarnamantoù ar broioù-se, hag e c'houlennont ma vo strishoc'h ar reolennoù evit a sell ar gwerzhañ kanab da douristed. Abaoe 2005 e seblant politikerezh an Izelvroioù bezañ bet kemmet un tammig : nebeutoc'h a aotreoù digeriñ coffeeshopoù a vez roet, evit ma ne greskfe ket an niver a stalioù a'r seurt-se.

En ur c'hoffeeshop e c'haller kavout betek 20 seurt kanab disheñvel : geot sec'h pe rousin. War-dro an tri c'hard eus ar pezh a vez gwerzhet a vefe produet en Izelvroioù[1].

Reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 18 vloaz pe ouzhpenn e ranker bezañ a-benn mont e-barzh ur c'hoffeeshop. Ral-tre eo kavout evajoù alkoolek en ur c'hoffeeshop.
  • Difennet eo gwerzhañ an drammoù a reer kalet anezho er c'hoffeeshop.
  • Difennet eo diskouez bruderezh a lakafe an dud da gaout c'hoant d'implijout kanab.
  • Perc'henn ar c'hoffeeshop a rank bezañ sur n'eo ket direnket (trouz, lastez, mont ha dont diehan) e amezeien.
  • Ne c'haller ket gwerzhañ ouzhpenn 5 grammad kanab dre bratik ha dre zevezh.
  • 500 grammad eo ment ar stock brasañ a c'hall perc'henn ar c'hoffeeshop kaout.

Ar vaered a c'hall embann skridoù-embann a-benn strishaat ar reolennoù-se : krennañ an eurvezhioù-digeriñ,goulenn ma vo bihanoc'h evit 500 g ar stock, goulenn ma ne vo coffeeshop ebet e kreiz-kêr hag all. N'eo ket diouzh lezenn ar pourveziñ ha degemeret e vez memes tra, rak ul lodenn eus politikerezh an Izelvroioù evit a sell an drammoù eo.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dictionnaire des drogues et des dépendances gant Denis Richard, Jean-Louis Senon ha Marc Valleur, Larousse, 2004