Cléire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oileán Chléire in Éirinn

Cléire (Cléire pe Oileán Chléire en iwerzhoneg, Clear Island pe Cape Clear Island e saozneg) zo un enezenn war aod mervent Iwerzhon, e kontelezh Korkig.

En em astenn a ra war 3 km hed hag 1,5 km led, ha war-dro 120 den zo o chom enni. Er Gaeltacht emañ an enezenn hag iwerzhoneg a vez komzet gant an darn vrasañ eus an annezidi. Ouzhpenn 1000 a dud a oa o chom en enezenn a-raok an Naonegezh Vras.

Bigi a ya diouzh porzhioù An Scoil ha Dún na Séad (Baltimore), war an douar-bras, betek an enezenn.

Brudet eo Cléire dre m’eo enni e oa bet ganet sant Ciarán, ha dre ma ro bod d’un niver bras a evned-mor (ereved du hag ereved beg hir, morvrini ha sataniged). Rinkined, delfined ha reuniged a gaver er mor tro-dro.

Liammoù diavaez[kemmañ]