Cissa Sussex

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Cissa a zo anv ur roue mojennel pe damvojennel Sussex. Hervezañ e vefe bet anvet Chichester.

Er Kronik Angl-ha-Saoz eo livet Cissa evel unan eus mibien Ælle Sussex, a vefe erruet e Preden e 477 gant e tri mab, e tri lestr kent stourm e tri emgann. Ne gred ket ar glaskourien a-vremañ e istor-se, avat [1]. Darn vrasañ anezho a gred e oa skrivet ar c'hronik e 891, kantvedoù goude an darvoudù a liv.[2] Morris a gave anezhi istorel ne grede ket e oa gwir. E kornôk Sussex e oa savet ar bezioù saoz kentañ muioc'h ur c'hantved goude amzer Ælle ha diouer a vezioù pagan er rannvro-se a zamvenneg e chomas e dornioù ar vrezhoned betek fin ar VIvet kantved[3]

Kenarroud istorel[kemmañ]

En oberenn ebet eo meneget Cissa kent Henry Huntingdon a skrive etre 1130 ha 1134 hag anat eo en-doa implijet e faltazi da leuniañ an toulloù en e zielleadur.[4] Roger Wendover a ro deomp un amzeriad evit marv Cissa, 590, met evel ma vefe bet erruet da Sussex gant e dad e 477 e talveze en-defe muioc'h eget 123 bloazh e poent e varv, ar pezh n'eo ket gwirheñvel tre [5]

Notennoù[kemmañ]

  1. Brandon, P. (1978). The South Saxons. 
  2. Garmonsway, G.N. (1953). The Anglo-Saxon Chronicle. 
  3. Morris, J. (1973). The Age of Arthur. 
  4. Welch, M.G. (1983). Early Anglo-Saxon Sussex, BAR British Series 112. 
  5. Kirby, D.P., Williams, J.E.C. (1976). "Review of The Age of Arthur, a History of the British Isles from 350 to 650 by John Morris". Studica Celtica (10-11): 454–486