Christophe Le Mével

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Christophe Le Mevel)
Christophe Le Mevel goude an Hent Adelie 2008, e Gwitreg.

Christophe Le Mevel, bet ganet e Lannuon d'an 11 a viz Gwengolo 1980, zo ur marc'hhouarner breizhat.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da bevarzek vloaz e oa kroget da vont war varc'h-houarn, e Lannuon, war Varc'h-houarn Treuz Bro (MTB). Goude-se eo bet stummet en UC Sant Brieg hag e skipailh Jean Floc'h. Marc'hhouarner a vicher eo bet e 2001 er skipailh Crédit Agricole Espoirs da gentañ, hag er strollad kentañ bloaz war-lerc'h. Tutaet eo bet gant ar Française des Jeux e 2009 evel ur c'hrimper.

Gounezet en deus un tennad e Varese en Tro Italia 2005. Ne oa ket c'hoarvezet d'ur Breton abaoe 1985, gant Bernard Hinault. E 2009 en deus echuet an Dro Frañs en dekvet plas. Dek vloaz a oa ne oa ket bet ur Breton en Top-10, abaoe ma oa bet Jean-Cyril Robin, ul Lannuonad all. 2009 a oa bet ur bloaz eus ar c'hentañ evitañ pa oa en em gavet en dekvet plas e redadegoù Pariz - Nisa hag en Dauphiné Libéré.

Gloazet fall eo bet e 2002 ken e oa bet rediet da chom hep redek e-pad nav miz. Torret en deus e ibil-skoaz e-pad Tro Frañs 2007 pa oa e 33vet plas ar renkadur.

E miz Du 2014 e ro da c'houzout e paouez gant ar vicher.

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2001
    • Ronde de l'Isard
  • 2004
    • 3 plas e Tour de l'Avenir
  • 2005
    • 16vet tennad Tro Italia
    • 2vet plas Pariz-Corrèze
  • 2009
    • 10vet plas Pariz-Nisa
    • 10vet plas Critérium du Dauphiné libéré
    • 10vet plas Tro Frañs

Tro Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tro Italia 2005 : 26vet renk, un tennad gounezet gantañ

Tro Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tro Spagn 2005 : 66vet plas
  • Tro Spagn 2014 : 22vet plas

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]