Christophe Arleston

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Christophe Arleston hag a lakae ober Scotch Arleston dioutañ en penn-kentañ e reuz, hag-eñ eo Christophe Pelinq e wir anv, zo bet ganet en Aix-en-Provence (Bouches-du-Rhône, Frañs) d’ar 14vet a viz Eost 1963.

[kemmañ] E vuhez

En Madagascar eo bet Christophe Arleston o vevañ e vugaleaj a-raok dont war e giz da Frañs. Skol ar c’hazetennerezh en Marselha ’neus heuliet, ha kroget da redek e reuz o skrivañ pennadoù evit un heuliad er radioioù.

Berzh ’noa graet evit ar wezh kentañ gant e heuliad kentañ Les Maîtres cartographes deuet er-maez en 1992 en ti-embann Soleil. En 1994 e teu er-maez levr kentañ e heuliad brudetañ Lanfeust de Troy. Unan deus berzhioù brasañ en bed ar bannoù-treset eo.

En 1997 e ro Arleston lañs da Trolls de Troy, un heuliad savet deus Lanfeust. Priz ar gwellañ senario a resevo en 1998 en Chambéry evit eil Levr an heuliad-mañ. En miz Eost 1997 e krou Gottferdom Studio asambles gant Didier Tarquin, Dominique Latil ha Philippe Pellet.

En 1998 e kemer perzh en krouidigezh ar gazetenn Lanfeust Mag a deu da vezañ he fennskrivagner. Tammoù deus bannoù-treset a bep seurt embannet gant Soleil a vez kavet enni.

[kemmañ] E levrioù

E yezhoù all