Che (spagnolek)

Eus Wikipedia
Ernesto Guevara a voe anvet el Che dre an abeg ma teue an estlammadell-se gantañ alies hervez boaz tud Arc'hantina[1].

Che (distaget tʃe) zo un estlammadell spagnolek, a glever e spagnoleg tud Amerika ar C'hreisteiz (Arc'hantina, ha kornioù zo eus Uruguay, Paraguay, Perou, ha Bolivia), hag a zo bet brudet dre ar bed en anv Che Guevara.
Anavezet eo ivez e Bro-Valencia, e Spagn, skrivet xe, ha xa e katalaneg. Melldroaderien Valencia CF a vez graet "Els Xes" (ar "cheed" anezho.
Anavezet eo c'hoazh er portugaleg komzet e stad Rio Grande do Sul e Brazil nemet e vez skrivet tchê, hervez ar reolennoù da skrivañ portugaleg[2].

Ster hag implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un estlammadell eo hag a vez taolet da verkañ souezh pe da c'houlenn evezh ar c'hengomzer. Klotañ a ra gant e pe ac'hanta pe sell 'ta, pe paotr e brezhoneg. Klevet e vo da skouer "Che, está buena la cerveza." pe "Vamos a buscar unas cervezas, che." (Ac'hanta, mat eo ar bier, pe Deomp da gerc'hat bier, sell)

E broioù zo eus Kreisteizamerika e reer Che eus tud Arc'hantina. Kement-se a c'hoarvezas gant Ernesto Guevara a dapas e lesanv abalamour ma teue ar ger-se gantañ. Hiziv eo anavezet Guevara evel el Che.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]