Charlotte Kiprenez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Charlotte de Lusignan, pe Charlotte Kiprenez, (Nikosia, Kiprenez, 28 a viz Mezheven 1444 - Roma, 16 a viz Gouhere 1487), a oa merc'h henañ ar roue Yann II Kiprenez hag Elena Palaiologina.

Dimeziñ a eure d'an 21 a viz Kerzu 1456 da Yann Coimbra, priñs Antiochia, a varvas kontammet d'an 21 juin 1457 e Nikosia. Bloaz war-lerc'h, pa varvas he zad, e oa anvet da rouanez Kiprenez (1458).

Ur breur bastard he doa, Jakez III Kiprenez, a oa arc'heskob, ha hennezh en doa graet emglev gant sultan Egipt evit dont a-benn da vout roue en he lec'h. Tec'hel a reas al lezvreur da lez Al-Achrâf Sayf ad-Dîn Inal al-Ala’i, sultan mamelouk Egipt.

En 1459 e timezas d'ur c'henderv, Loeiz Savoia, pe Loeiz Genève (1436-1482), kont Genève.

E-keit-se edo Jakez oc'h ober itrikoù e lez ar sultan. Hag e miz Gwengolo 1460 e tegouezhas e penn ur bagad mamelouk da aloubiñ an enezenn. E-pad tri bloaz e stourmas ar rouanez gant he baroned e kreñvlec'h Kyrenia a voe kemeret gant o enebourien e miz Gwengolo 1463. Kuit ez eas Charlotte da Italia. En 1485 e roas he gwirioù war Kiprenez ha Jeruzalem d'he niz Charlez Iañ Savoia. Mervel a reas d'ar 16 a viz Gouhere 1487 e Roma. Beziet eo e penniliz Sant-Pêr er Vatikan. Bugel ebet n'he doa bet goude bout dimezet div wech.