Charlotte-Rose de Caumont de La Force

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Charlotte-Rose de Caumont de La Force, ganet en Guyenne en 1650 ha marvet en 1724, a oa ur romantourez c'hallek. Merc'h-vihan e oa da Jacques Nompar de Caumont, ha merc'h da François de Caumont La Force, markiz Castelmoron, ha da Marguerite de Viçose.

He buhez[kemmañ]

Kelennet e voe gant ar vatematikourez Marie Crous. Protestantez e oa, met treiñ a reas ouzh ar gatoligiezh e 1686, ma voe pansionet gant ar roue Loeiz XIV gant mil skoed. Dimezell e oa gant Madame de Guise, ha brudet e voe he spered hag he c'hoantiz el lez. Brudet e voe he c'harantezioù ivez, gant ar c'homediañcher Baron ha gant mab ar prezidant de Brion. En 1697 (47 vloaz e oa) e oa kement a drouz abalamour da se ma voe kaset da abati Gercy-en-Brie dindan boan da goll he fañsion. Eno e skrivas hec'h eñvorennoù, ar Pensées chrétiennes de défunte de Mlle de La Force.

Skrivañ a reas romantoù istorel ma kaved istorioù karantez, skrivet en un doare plijus.

Perzh a gemeras, war un dro gant Henriette-Julie de Murat, Marie-Catherine d'Aulnoy, Marie-Jeanne L'Héritier de Villandon ha Charles Perrault, en doug d'ar c'hontadennoù er XVIIvet kantved.

Romantoù a skrivas hag a voe diouzh ar c'hiz en Europa a-bezh en XVIIIvet kantved.

Perzh a gemeras en Akademiezh ar Ricovrati e Padova , en Italia.

Oberennoù[kemmañ]

-Romantoù istorel:

  • l’Histoire secrète de Marie de Bourgogne (1694, 2 vol. in-12),
  • l’Histoire secrète des amours de Henri IV, roi de Castille (1695),
  • l’Histoire de Marguerite de Valois, reine de Navarre (1696),
  • Gustave Vasa, histoire de Suède (Lyon, 1698, 2 vol. in-12) ;
  • Histoire secrète de Catherine de Bourbon, duchesse, de Bar (Nancy, 1703, in-12), adembannet meur a wech gant titloù disheñvel

-Kontadennoù:

  • Les Contes des Contes (1698)
  • Les Contes des Fées.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Contes de Mademoiselle Lhéritier, Mademoiselle Bernard, Mademoiselle de la Force, Madame Durand, Madame d'Auneuil, Éd. Raymonde Robert, Honoré Champion, Collection Sources classiques, 2005 ISBN 9782745309808