Caribert II

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Charibert II)

Caribert II, pe Charibert (war-dro 606-632), a oa roue Akitania (629 - 632).

Mab e oa d'ar roue frank Klotar II ha d'e eil pried Bertrude . Hantervreur e oa da Dagobert Iañ. Da lod e oa un tamm diwezhat e spered ha se zo kaoz e vije bet pellaet diouzh ar galloud.

En Kerzu 626 e Clichy, hervez youl e dad Klotar II hag un toullad deizioù goude eured Dagobert gant Gomatrude, e voe lidet eured Caribert ha Fulberte, c'hoar-gaer Brodulf, breur d'ar rouanez Sichilde, gant sant Amand, met krediñ a reer e c'hall Fulberte bezañ bet ijinet en XXvet kantved.


En 630 e voe drouklazhet e eontr Brodulf gant e hantervreur Dagobert e Saint-Jean-de-Losne en Burgondia. Perzh a gemeras e badeziant Sigebert, mab Dagobert ha Ragnetrude, pan e zalc'has a-us d'ar maen-badez.

Mervel a eure Caribert d'an 8 a viz Ebrel 632, renet en devoa e-pad tri bloaz. Beziet e voe en iliz Saint-Romain, e Blaye.

Tad e oa da Chilperig Akitania, drouklazhet er memes bloaz.