Chapel Santez Anna ar Palud
Chapel Santez Anna ar Palud zo ur chapel e Plonevez-Porzhe, e Kerne Izel, tost d'an aod, e bae Douarnenez, ha brudet eo ar pardon a vez eno bep bloaz e dibenn miz Eost. Savet e voe etre 1863 ha 1864.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Chapel Santez Anna ar Palud a oa Sancta-Anna-ad-Paluden e 1518 . Ken na oa deuet an Dispac'h gall e oa stag ouzh abati Landevenneg.
[kemmañ] Kantik, ton ha son
| INTRON SANTEZ ANNA | |
|---|---|
| Diskan :
Intron Santez Anna, Ni ho ped gant joa,[2] Mirit tud an Arvor War zouar ha war vor. |
|
| Couplet 1
Mamm Zantel a Vari, Salud a greiz kalon ! Enor ha meuleudi D'hor Mamm ha d'hon Intron ! |
Koublenn 2
Biskoaz n'eus bet klevet Klemm eus ho trugarez ; Ar Palud benniget Eo tron ho madelez. |
| Couplet 3
Dous eo bet d'hon tud koz Tañva ho karante, Ha ken dous ho pennoz A vo d'ho pugale. |
Koublenn 4[3]
Selaouit hor pedenn, Mamm garet Breiz-Izel Selaouit hor goulenne Bemdez en ho chapel ! |
| Couplet 5
Truez evit ar vamm A welit ken aonig ;[4] Dalc'hit, dalc'hit dinamm Kalon he bugelig. |
Koublenn 6
Truez evit ar paour, Dirazoc'h daoulinet ! Truez 'vit ar c'hlañvour : O honsolit bepred.[5] |
| Couplet 7
Skuilhit er parkeier Gliz pinvidig an Neñv ; Skoazell d'al labourer, Skoazell en an' Doue ! |
Koublenn 8[6]
D'an den yaouañk ro/it Eun teñzor a furnez, D'an den koz goulennit Eur fin vat d'e vuhuez. |
| Couplet 9
Er mor braz kounaret,[7] Bagig ar pesketour Spontus a vo lonket Ma ne deuit[8] d'he zikour. |
Koublenn 10[9]
En tarziou didruez, Kerzit, tud an Arvor : Anna, 'vel ar Werc'hez, Eo steredenn ar mor. |
| Couplet 11[10]
Bezit ive nerzus, Soudarded Breizh-Izel ; He dorn holl-c'halloudus 'Vo ganeoc'h er brezel. |
Koublenn 12[11]
Evidomp holl ar bed Eo tachenn an emgann ; A ! n'hon dilezit ket, Pa 'maomp e-kreiz an tan. |
| Couplet 13
Patronez dous a Vreizh Diwallit mat ho pro Kreskit ennomp ar feiz Hiziv[12], warc'hoazh, atav ! |
Koublenn 14
O Mamm Santez Anna Dindan ho tivaskell[13] Pegen kaer eo bevañ,[14] Pegen dous eo mervel ! |
| TON : D'or Mamm Zantez Anna |
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Hervez poentadur a gaver e doare 1942.
- ↑ E doare 1942 : "Ni ho ped holl gant joa"
- ↑ N'emaén ar gwerzennoù-se e doare 1942.
- ↑ E doare 1942 : "aonik"
- ↑ E doare 1942 : "O c'hennerzit bepred."
- ↑ Version 1942.
- ↑ Dans la version de 1942 : "kounnaret"
- ↑ E doare 1942 : "zeuit"
- ↑ Doare 1942.
- ↑ Doare 1942.
- ↑ Doare 1942.
- ↑ E doare 1942 : "Hirio"
- ↑ E doare 1942 : "tiouaskell"
- ↑ E doare 1942 : "beva"