Chañ Maï Skragn
Jean-Marie Le Scraigne (pe Chan-Maï ar Skrañgn – skrivet en brezhoneg gantoñ -) zo bet ganet d’an 2 a viz-even 1920 'barzh Ar Fao, ba parrez Uhelgoad. Be' oa bet e dud oc’h ober o demeurañs ba Kervinaoued d’an Traoñ (Kervinaoued Izelañ (?) bremañ), d’an 29 a viz-gwengolo pa oa ret dezhe paeo o Gouel-Mikael. Da dost da drizek vloaz n'oa kuitaet ar skol a-benn labourat gant e dud a oa o terc'hel un ti-feurm evel an darn-vuiañ deus an dud war ar maes d’ar mare-se. D’an oad a 27 vloaz e timez gant Louise Kras, hag eñ ha dont en-dro d’Ar Fao. Eno eo bet chomet trizek vloaz tre da beket 1960 d’ar mare « ar cheñch mod », mekanikoù nevez ha toud, an dud o lakat gle hag ar re-mañ noz-dez é labourat evit lakat gle !. Beket 40 vloaz eo bed peizant, merour, abalamour ma oa re start dehoñ al labour warnoñ. Seizh bugel da vagañ. Ha dre-se eo aet-kuit evit labourat 'barzh ar mein-gleuñioù e-pad 20 vloaz, da beket 1980. Ha da 60 vloaz e « préretraite », ha bremañ n'eus « amzer da vevañ ‘vel ‘zo gled » (dleet). E-kehit ma oa o labourat war ar mein oa e vreur ar mestr, hemañ oa aet yaouank-tre da zeskiñ pikañ mein. Hennezh, e-lec’h ma oa ar garierenn, n'oa daou pe dri bark, laked deñved enne. Ha bremañ ra Jañ-Mari war-dro an deñved eno.
E 1986 zo bet savet ur c’honkour kontadennou brezhoneg gant ar CMB, ha dres d’an ampoent n'eus laket e anv ha bet ar priz kentañ ha gounezet ur veaj ba'r Yougoslavi gant-se. A-damm-da-damm, diwar goulennoù an dud, e teu da vezañ ur c’honter, met gwall alïes vez ret dehoñ lakat ar c’hontadennoù en galleg evit bezañ komprenet gant ar lod brasañ deus an dud, touristed anehe surtout, hag a teu da Vreizh Izel da bourmen, ha n'eu-int c’hoant da c’hoût penaoz oa ar mod gwechall, ha penaos oa diduet an dud e-barzh an nozvezhioù. Bremañ blij kalz ar c’hontadennoù en brezhoneg d’an dud, hag alïes vez lâret dehoñ gant ar re a vez é silaou : Mad, ha ret vefe lakat ar brezhoneg ‘barzh peogwir blij deomp klevet son ar vouezh war ar galleg. Ha bremañ ive vez ur bilbern tud a zo bet é welet anehoñ evit deskiñ kontañ en galleg, met start dehe goût pessa mod oa ar vuhez gwechall, aon n'eus la teufent da vezañ konterien « akademik ».
« Ar c’hontadennou ‘oa ‘vel d’ar voenn bar parkeier gwéchall », da-lâret-eo la oa c’hwezh vad gante, traoù naturel e-barzh hag ar memes tra gant ar c’hontadennoù. Met bremañ « n’é ke’ ‘mes-mod ».
[kemmañ] Oberennoù
[kemmañ] Levrioù
- Rimodellou 'kostez an Huelgoad, Ar Skol Vrezoneg, 1999, ISBN 2906373788
- (une version française de ce dernier titre (?))
- Amzer ar vrezel 'kostez an Huelgoad, Brud Nevez, 2000, ISBN 2867751942
- Drôle de guerre, Brud Nevez, 2001, ISBN 2908463407
- Ma buhez e Kêr ar Vinaoued, Emgleo Breiz, 2002, ISBN 291121028X
- Ma vie au Huelgoat, Emgleo Breiz, 2002, ISBN 2908463431
- Un Huelgoatain vous raconte, 2004
- Breman zo breman, neuze oa neuze, Emgleo Breiz, 2005, ISBN 2911210492
[kemmañ] Enrolladennoù son
[kemmañ] War al lec'hienn An Tour Tan
[kemmañ] War al lec'hienn You tube
|
|