Ceretic Guletic

Eus Wikipedia
Ceretic Guletic
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCeretic ab Cynloyp Kemmañ
Deiziad ar marv440 Kemmañ
BugelCinuit Alt Clut Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargRouaned Alt Clut Kemmañ

Ceretic Guletic (gledig) a oa roue Alt Clut e dibenn ar Vvet kantved, moarvat o chom e kastell Dumbarton.

Alt Clut a oa ur rouantelezh vrezhon en Hanternoz Kozh, anavezet diwezhatoc'h evel Strathclyde, e kornôg Bro-Skos a hiziv.

Coroticus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Coroticus eo ar pennbrezelour a skrive sant Padrig dezhañ en unan eus an daou lizher anavezet diwar zorn ar sant. Klemm a rae an den a iliz abalamour ma oa bet skrapet ha sklavet Iwerzhoniz kristenaet ha gwerzhet da dud digristen.

War e lerc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cinuit en dije renet war e lerc'h.

Setu a skrivas Padrig :

Soudarded ha ne ran ken kengeodedourien anezho ken, na kengeodedoureien d'ar sent roman, met kengeodedourien d'an diaouled, da heul o gwalloberoù ; a vev er marv, diwar skouer gwall lidoù ar varbared ; a-unan gant ar Skoted ha Pikted renaviet ; c'hoant dezho distanañ diwar gwad kristenien dinoaz, bernioù anezho am eus ganet e Doue ha kouzoumennet e Krist.

Kemenn a ra Padrig en deus eskumunuget tud Coroticus.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Smyth, Alfred : Warlords and Holy Men, Edinburgh, 1984.
  • (en) MacQuarrie, Alan, The Kings of Strathclyde, en A. Grant & K.Stringer : Medieval Scotland: Crown, Lordship and Community, Essays Presented to G.W.S. Barrow, Edinburgh, 1993, pp. 1–19.
  • (en) Williams, Anne, Smyth, Alfred P., and Kirby, D.P. : A Biographical Dictionary of Dark Age Britain, London, 1991, pp. 78–8.
  • (it) Iannello, Fausto : Note storiche sull’Epistola ad Milites Corotici di San Patrizio, enAtti della Accademia Peloritana dei Pericolanti, classe di Lettere, Filosofia e Belle Arti 84 (2008): pp. 275–285.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]