Ceredig ap Gwallog

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ceredig ap Gwallog a oa roue diwezhañ Elmet, ur rouantelezh vrezhon lec'hiet e kornog Yorshire er VIIvet kantved.

Hevez Beda e vefe bet desavet Santez Hilda, un ezel eus ar familh roueel Deira e lez Ceredig ap Gwallog goude ma oa bet kaset kuit gant ar skraper Æthelfrith Bernicia. Evel Roue ar Vrezhoned e liv Beda Ceredic met talvezout a ra ar Vrezhoned o vevañ er rannvro moarvat. Pa zistroas Edwin Deira war an tron e 617 e voe kaset kuit Ceretic, marteze peogwir en-doa kemeret perzh e muntr tad Hilda. Ouzh Northumbria e voe staget e rouantelezh.

Liammoù diavaez[kemmañ]