Cemais (kantrev e Môn)

Eus Wikipedia
Ur pennad zo diwar-benn Cemaes, kêriadenn e Môn.
Ur pennad all zo diwar-benn Cemais (kantrev e Dyfed).

Unan eus tri c'hantrev Ynys Môn, e gwalarn an enez, e Kembre ar Grennamzer, e oa Cemais. E Rouantelezh Gwynedd e oa an enez en he fezh.

Rannet e oa etre daou gombod: Talybolion er c'hornôg, ha Twrcelyn er reter. Stok e oa ouzh kombod Llifon e kantrev Aberffraw er mervent hag ouzh kantrev Rhosyr er c'hreisteiz.

E Cemaes, e kombod Twrcelyn, e oa al lez-varn.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]