Catterick

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Catterick

Catterick zo ur geriadenn e distrig Richmond e Norzh Yorkshire. E 2001 e oa 2 743 a dud o chom enni.

Roud a gaver eus Catterick kerkent ha mare ar Romaned, pa oa Cataractonium ur c'hreñvlec'h evit soudarded an Impalaeriezh roman, e kroashent hentoù a gase d'an hanternoz en un tu hag un hent da vont da Eboracum en tu all.

Catterick eo moarvat ar gêr anvet Catraeth er varzhoneg kembraek Y Gododdin, ma konter emgann Catraeth a c'hoarvezas war-dro ar bloavezh 600 etre Brezhoned hag Angled rouantelezh Bernicia.

Kêr-benn rouantelezh Rheged e voe goude-se.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.