Caterina de' Medici

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Catherine de Médicis)
Mont da : merdeiñ, klask
Caterina de’ Medici (war-dro 1555)
Poltred Caterina de' Medici. Gwisket eo gant ur jav-sae.

Caterina de' Medici (1519-1589) zo ur briñsez italian, ganet d'an 13 a viz Ebrel 1519 e Firenze, ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1589 e kastell Blois, a zo anavezet en istor gall evel Catherine de Médicis, a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall pa zimezas gant ar roue Herri II e 1533.

Merc'h e oa da Lorenzo II de' Medici (1492-1519), dug Urbino, ha da Madeleine de la Tour d'Auvergne 1495-1519), kontez Aovergn.

Bugale[kemmañ]

Caterina de' Medici a oa dimezet da Herri, Dug Orleañs, a zeuy da vout Herri II Bro-C'hall. E Marseille e voe an eured d'an 28 a viz Here 1533. Dek bugel he doe, ha seizh a vevas betek erruout en o oad. He zri mab henañ a voe rouaned Bro-C'hall; div verc'h a euredas da rouaned, hag unan d'un dug.

Holl vugale Caterina a varvas a-raok dezhi , war-bouez Herri III, a varvas seizh miz war he lerc'h, ha Marc'harid, he devoa ur yec'hed mat.