Catherine Labouré

Eus Wikipedia
Santez Catherine Labouré

Urzh Merc'hed ar Garantez
Ganedigezh e Fain-lès-Moutiers
Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv e Pariz
Bro-C'hall Bro-C'hall
Lakaet da sant 1947
Lec'h(ioù) pirc'hirinded Pariz, 140 rue du Bac


Catherine Labouré, ganet d'an 2 a viz Mae e 1806 e Fain-les-Moutiers (Côte-d'Or), marvet d'an 31 a viz Kerzu 1876 e Pariz a oa ul leanez c'hall eus Kevredad Merc'hed ar Garantez.
Meur a wech en em ziskouezas ar Werc'hez Vari dezhi, emezi, e-pad hec'h amzer neveziadez e kouent rue du Bac e Pariz. Eno e varvas goude tremenet daou-ugent vloaz eus he buhez leanez gouestlet da ober war-dro ar re gozh.

Lakaet eo bet war roll ar sent e 1947 gant ar pab Pi XII.