Catalina Micaela Aostria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Catalina Micaela Aostria. Poltred gant Alonso Sánchez Coello, Madrid, Mirdi ar Prado.
Catalina Micaela Aostria, gant Alonso Sánchez Coello(1532–1588). Poltred graet e 1585, bloavezh hec'h eured. Mirdi ar Prado.
Catalina Micaela Aostria. Poltred gant Sofonisba Anguissola. Mirdi Glasgow.

Catalina Micaela Aostria, pe Catalina Micaela de Austria (e spagnoleg), ganet e Madrid d'an 10 a viz Here 1567 ha marvet e Torino d'ar 6 a viz Du 1597, a oa infantez Spagn ha Dugez Savoia.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Felipe II ha d'e drede pried, Isabel de Valois. Ur c'hoar henañ he devoa, Isabel Clara Eugenia, a gare kalz. Anvet e voe diwar anv he mamm-gozh, Caterina de' Medici, rouanez Bro-C'hall, ha hini an arc'hael Mikael abalamour ma oa gouestlet d'ar sant ar sizhun ma voe ganet.

Mervel a reas he mamm pa oa ur bloaz. Savet e voe gant Anna Aostria (1549-1580)‎, pevare pried ar roue, he zad. Pa varvas he lezvamm e 1580, e reas Felipe II un tamm war-dro e verc'hed, a gare anezho kalz,.

En 1585 e oa bet soñjet dimeziñ he c'hoar henañ Isabel da zug Savoia, Carlo Emanuele Iañ, met nac'h a reas Isabel, dre ma kave ne oa ket dereat da verc'h ur roue dimeziñ d'un dug. Catalina Micaela a rankas dimeziñ dezhañ neuze ha kuitaat lez Madrid. E Zaragoza e voe graet an eured d'an 11 a viz Meurzh 1585. Goude an ez eas Felipe da ambroug an dud nevez betek Barcelona da lestrañ da vont da Italia. Biskoazh n'he devoe Catalina tro da adwelout he zad nag he c'hoar.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dek bugel he doe:

He marv[kemmañ]

Mervel a eure er gwentloù da 30 vloaz. A-hervez e fallaas yec'hed he zad gant ar c'heloù, ma varvas diwar se.