Caroline Otero

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Caroline Otèro (1868-1965) skeudennet gant Charles Reutlinger (1816–1880)

Agustina Otero Iglesias (4 a viz Du 1868 e Ponte de Valga (Pontevedra, Galiza) - 10 a viz Ebrel 1965 e Nice), anavezet evel Caroline Otero, pe La Belle Otero, a oa un dañserez ha kanerez, ha kourtizanez brudet e Pariz e deroù an XXvet kantved.

Merc'h e oa d'ur vamm dizimez ha ne reas ket war he zro. Goude bout gwallet d'he 10 vloaz e tec'has eus ar gêr un nebeud mizioù goude ha ne zistroas biskoazh da Valga. E-kerzh he zec'hadenn e tivizas kemm hec'h anv-badez Agustina, ha bezañ Carolina

[kemmañ] He serc'heien

Serc'h e voe da Gwilherm II, impalaer Alamagn, da Nikolaz II tsar Rusia, da Leopold II roue Belgia, da Alfoñs XIII roue Spagn, da Edward VII roue Bro-Saoz, da Aristide Briand (a zarempredas betek e varv ), da Cornelius Vanderbilt, hag un toullad re all.

Dastum a reas Otero bernioù arc'hant nemet koll a reas anezho e kazinoioù Montecarlo ha Niza, rak klañv e oa gant al ludopatezh, kleñved ar c'hoarierien.

[kemmañ] Lennadurezh

  • A Bela Otero, pioneira do cine, Miguel Anxo Fernández. Editorial Galaxia. Vigo, 2003. ISBN 84-8288-617-7.
  • Arruíname pero no me abandones. La Bella Otero y la Belle Époque, Marie-Helène Carbonel y Javier Figuero. Ed. Espasa Calpe, 2003.
  • As auténticas memorias da Bela Otero, Carolina Otero. Ediciones Xerais de Galicia. Vigo, 2001. ISBN 84-8302-685-6.
  • La Belle Otero, Authur Lewis, 1967.
  • La Belle Otero, The Last Great Courtesan, Charles Castle, 1981.
  • La passion de Carolina Otero, Ramón Chao, 2001. (Biografía novelada).

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all