Carolina Cerezuela

Eus Wikipedia

Carolina Cerezuela (Elx, Baix Vinalopó, Kumuniezh València, 14 a viz Genver 1980) zo un aktourez valensian.

Studioù he deus graet en Universidad Miguel Hernández, en Elche (Alicante). Krog e oa gant ar c'hoariva da 15 vloaz, ha da 20 e laboure er skinwel. Brudet eo deuet da vezañ o c'hoari Mónica Salazar en Camera Café, ur stirad spagnolek, e Spagn. En 2001, da 21 bloaz, he deus gounezet ar priz kened Linda de España.