Carlota Spagn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar rouanez Carlota Joaquina Teresa de Borbón

Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h henañ Carlos IV, roue Spagn, hag e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma e oa.

Dimeziñ[kemmañ]

Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João (1767-1826), eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an 9 a viz Genver 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.

A rejantez da rouanez[kemmañ]

Mab henañ ar roue, José, an hini a oa da vout roue, met mervel a reas e 1788. Ha setu neuze João, pried Carlota, da bennhêr kurunenn Portugal, hag anvet da briñs Brazil ha da 17vet dug Bragança. Entre 1788 ha 1816 e veze graet priñsez Brazil eus Carlota. Met dre ma oa troet foll ar rouanez Maria Iañ goude marv he fried Pedro III, ha hini he mab José, e voe anvet hec'h eil mab João da rejant adalek 1792. Evit e bried Carlota, a oa priñsez Brazil abaoe 1788, a deuas da vezañ rejantez kenseurtez Portugal.

E lez Lisboa e krogas Carlota da voutañ he fri en aferioù ar stad ha da glask levezoniñ he fried rejant. Kement-se avat a zisplije kenañ da noblañsed Portugal, ha d'ar bobl a gleve o c'hlemmoù.

Iriennañ a reas Carlota da glask diskar he fried roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal. E 1806 e tizoloas João VI edo Carlota Joaquina o klask aozañ un taol er palez da gemer ar galloud. Neuze e voe kaset kuit eus Palez Mafra, ha kaset da chom, dindan evezh, da balez Queluz, nepell eus Lisboa.


E Brazil[kemmañ]

Ar rouanez Carlota gant he fried roue.

En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, he zad, ha Fernando VII, he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall.


E 1807 e voe aloubet Portugal gant soudarded c'hall Napoleone Buonaparte. E deroù 1808 e tec'has ar roue João VI hag an Tiegezh Bragança da Vrazil, war vourzh al lestr Príncipe Real (« priñs roueel »). Trevadenn bortugalat e oa Brazil d'an ampoent. Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808. Goude-se ez ejont da chom da Rio de Janeiro , d'ar Paço da Cidade, palez an impalaer diwezhatoc'h. Eno edo al lez, met ne oa ket echu gant iriennoù Carlota Joaquina. Entre 1808 ha 1812 e fellas da Carlota Joaquina kemer lec'h he breur Fernando VII evel rejant Spagn keit ma oa prizoniad e Bro-C'hall ha ma oa ar roue gall José Buonaparte e Madrid. Hervez Carlota ne oa nemeti, eus tiegezh ar roue Carlos IV, ha ne oa ket prizoniad gant ar C'hallaoued.

E Mae 1810 e timezas he merc'h henañ Teresa da Pedro, infant Spagn.

D'ar 4 a viz Gouhere 1812 e varvas Pedro Carlos de Borbón e Boa Vista, hep bezañ adwelet Portugal na Spagn e vugaleaj, ha setu Teresa intañvez da 19 vloaz.

Klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.


He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ Buenos Aires ha hanternoz Arc'hantina. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar Rio de la Plata, a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en 1822, hag anvet Cisplatina. Ar vro-se en em zistagas en 1828 da vezañ Republik Uruguay.

Fellout a reas dezhi lakaat he niz ha mab-kaer, Pedro Carlos de Borbón, infant Spagn, da ren en Amerika spagnol, diac'hub diouzh ar vetropolenn, dalc'het gant Bro-C'hall. Evit se e klaskas skoazell an amiral Sidney Smith, komandant listri saoz kaeet e porzh Rio[1].


Distro[kemmañ]

En 1820 e voe un emsavadeg en Oporto da c'houlenn distro tiegezh roueel Portugal. João VI ha Carlota Joaquina a zistroas er bloaz goude, met en Brazil e chomas ar mab pennhêr, Pedro de Bragança, ha gwashañ pezh zo, en 1822 ec'h embannas dizalc'hiezh an drevadenn, e kemeras an titl a impalaer hag an anv a Bedro Iañ.

E miz Meurzh 1826 e varvas ar roue João VI. lavaret e voe e oa bet kontammet gant e wreg Carlota Joaquina, pe gant o mab Miguel, .

He bugale[kemmañ]

Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).

  1. e 1793 Maria Teresa,
  2. e 1795 Francisco António Pio.
  3. e 1797 Maria Isabel.
  4. e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
  5. e 1800 Maria Francisca de Assis.
  6. e 1801 Isabel Maria, rejantez Portugal.
  7. e 1802 Miguel, Roue Portugal.
  8. e 1805 Maria de Assunção.
  9. e 1806 Ana de Jesus Maria.

He marv[kemmañ]

Mervel a reas Carlota Joaquina e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal gant ar c'hrign-bev.

Poltredoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Jean-François Labourdette, Histoire du Portugal, éd. Fayard, Patrom:P..