Carlo Buonaparte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Carlo Buonaparte (1806), gant Girodet-Trioson.

Carlo Maria Buonaparte a oa ganet en Aiacciu, d'an 29 a viz Meurzh 1746 ha marvet e Montpellier d'ar 24 a viz C'hwevrer 1785 a oa un noblañs kors ha tad da Napoleone Buonaparte.

E dad a oa Giuseppe Maria Buonaparte (31 a viz Mae 1713 - 13 a viz Kerzu 1763) hag e vamm a oa Maria-Anna Tusilo di Bocagnano (1690 - 17 a viz Gwengolo 1760). Dilennet e voe e dad Giuseppe da Anziano (un doare senedour) evit Aiacciu e 1750 hag adarre e 1760.

E dud-kozh a-berzh e dad e oa Sebastiano Nicolò Buonaparte (29 a viz Gwengolo 1683 - 24 a viz Du 1760) ha Maria Colonna Bozzi (war-dro1668 - 16 a viz Here 1704). N'eur ket peursur eo kar e dud kozh a-berzh e vamm d'an tiegezh Colonna.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

A-hervez e voe kaoz eus e zimeziñ d'ur plac'h eus an tiegezh Forcioli. Ur yeontr avat, an Arc'hdiagon Luciano Buonaparte (8 a viz Genver 1718 - 16 a viz here 1791) en broudas da zimeziñ da Maria Letizia Ramolino a zegasas en argouroù kement ha 7.000 lur genovat. Lidet e voe an eured d'an 2 a viz Mezheven 1764, ha 13 bugel a voe:

Carriera[kemmañ]

Kuitaat Korsika a reas un tamm war-lerc'h e eured evit mont d'ober e studi war ar gwir da b-Pisa ha da Roma, en amzer ar Pab Klemañs XIII. N'ouzer ket perak e kuitaas Roma in tutta fretta il 31 agosto 1765 e, rientrato in Patria, nel dicembre dello stesso anno si iscrisse al corso di Etica dell'Università di Corte, appena fondata da Pasquale Paoli. Goude bout loreet e voe implijet evel sekretour personel gant Pasquale Paoli, adal 1767.

E 1768 e voe kinniget Korsika gant Republik Genova da Loeiz XV a Vro-C'hall evel gwarant d'un dle graet ganti pa voe kaset soudarded c'hall da Gorsika da reién skoaz da soudarded Genova da stourm ouzh Korsikiz emsavet, abaoe 1729.

War-lerc'h ar feuremglev etre Genova ha roue Bro-C'hall, sinet e Versailhez d'ar 15 a viz Mae, e stagas an arme c'hall gant al labour, a oa kemer an enez dre nerzh.

Kalz a Gorsed a gave e oa un dismegaéns ar feuremglev, ha sevel a reas Carlo da gomz a-enep an aloubadeg c'hall e miz Mae 1768, pa c'halvas ar yaouankiz da douiñ "Vincere o Morire" (trec'hiñ pe mervel).

E miz Here e kemeras perzh en emgann Borgo, ma voe trec'het ar C'hallaoued, hag e miz Ebrel 1769, edo ivez en emgann Ponte Nuovo ma voe faezhet ar milisoù kors gant arme ar roue gall Loeiz XV a Vro-C'hall. Ur pennadig goude, e miz Mae, gant ur gannadiezh eus tiegezhioù kors, ez eas da gaout kont Vaux, da g-Corte, da varc'hata

Donet a reas a benn da gaout meur a garg politikel, hag e 1778 e voe anvet da zileuriad Korsika e lez Loeiz XVI a Vro-C'hall e Versailhez, ur garg a chomas gantañ meur a vloaz.

E 1784 e voe diskred warnañ da vezañ graet un tamm trafikerezh , hag e miz C'hwevrer 1785 e varvas e Montpellier gant ar c'hrign-bev e poull e galon. Chom a rae e intañvez gant eizh bugel da vagañ.

Pennadoù kar[kemmañ]