Caridad Hierrezuelo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Caridad Hierrezuelo (El Caney, 1924 – La Habana, 6 a viz C'hwevrer 2009) a oa ur ganerez eus Kuba, c'hoar da Lorenzo Hierrezuelo ha Reinaldo Hierrezuelo, daou soner ha kaner brudet eus an trova. La Dama del Son a veze graet anezhi a-wechoù.

Kregiñ a reas da ganañ e 1947 en Trio Baraguá, ha goude ar c'h-Conjunto Beltrán, betek 1950, pa zilezas ar strollad da ganañ hec'h-unan. Da gentañ e oa guarachera, da lavarout eo kanerez guaracha . Kanet he deus el lazoù Los Taínos de Mayarí, Rumbavana ha Conjunto Caney. Meur a wech ivez he deus kanet gant ar Vieja Trova Santiaguera, Ibrahim Ferrer, Eliades Ochoa ha Manolito Simonet.

Un droiad a reas gant Los Van Van e Perou, kanañ a reas e Madrid (er Sala Clamores). E Berlin eo bet gwelet war al leurenn gant al laz Sonora Universal de Cuba se o kanañ Guarapo Pimienta y Sal, ur ganaouenn savet gant he breur Reinaldo Hierrezuelo, hag en Expo 2000 en Hannover. Adalek 2001, sachet gant ar Spagnol Antonio Martínez, e oa bet ur pennad o chom en Alamagn.[1] ma kane gant ar Festival Son de Cuba, a yae da seniñ dre Europa.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Giro, Radamés 2007. Diccionario enciclopédico de la música en Cuba. La Habana. vol 2, p248