Cappuccino (evaj)

Eus Wikipedia
Ur banne cappuccino. Splann e weler al laezh hag ar chokolad

Ar c'happuccino a zo ur banne kafe espresso servijet en un tas bras, gant ur banne laezh war c'horre hag a vez tommet gant aezhenn evit ma teufe da vezañ spoumek. Tammoù chokolad c'hwerv a c'haller ouzhpennañ ivez. Dont a ra anv an evaj-se eus hini ar venec'h kabusin (cappuccino en italianeg).