Canigó

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar menez Canigó, gwelet eus Vernet e Conflent.

Ar menez Canigó (Canigou e galleg) (2,784.66 m.) zo ur menez e Pireneoù Katalonia, etre Conflent, Rousilhon ha Vallespir.

E 2 784 metr emañ ar c’hern. Abalamour d’an dilive bras zo etrezañ ha plaenenn Rousilhon, e kave d’an dud gwechall e oa ur pezh menez, uheloc’h eget ar re all e Katalonia an Norzh. [1] Gouzout a reer bremañ avat n’eo ket gwir hag ez eo uheloc’h ar menezioù Carlit pe Puigmal.

Hervez ar mojennoù e oa bet ar roue Pêr III Aragon an hini kentañ o pignat gant ar menez Canigó e 1285.

E-harz ar menez ez eus daou vanati, Sant Martí del Canigó ha Sant Miquel de Cuixà.

Flammenn Canigó[kemmañ]

Bep bloaz d’an 23 a viz Mezheven, nozkent Gouel Yann (nit de Sant Joan), e vez graet un tantad e krec’h ar menez, e-pad un abadenn anvet Flama del Canigó (Flammenn Canigó). Chom a ra tud da nozvezhiañ en-dro d’an tantad ha gant lod e vez kemeret etivi da vont da enaouiñ tantadoù all e lec’hioù war an uhel dre Gatalonia a-bezh.[2] Istimañ a reer e vez enaouet 30 000 tantad e Katalonia d’an nozvezh-se.[3]

Notennoù[kemmañ]

  1. Histoire du Roussillon - Le relief des Pyrénées-Orientales
  2. Vermut a la rebuda de la Flama del Canigó
  3. Festes - l'espai on comença la festa

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.