Campus Martius
Eus Wikipedia
Campus Martius (Park Meurzh, e brezhoneg) a oa anv un dachenn e Roma gozh ma veze aotreet an harozed roman da gerzhout dirak ar bobl.
Campo Marzio [kemmañ]
Er Grennamzer e oa Campo Marzio hag al lec'h tudetañ eus Roma. Hiziv eo anv ur rione (rione IV) e Roma.
E kêrioù all [kemmañ]
E Pariz hag e Roazhon ez eus ur Champ de Mars: eno e tibun an arme dirak ar bobl. Tachenn Veurzh a zo bet graet eus an anv gant brezhonegerien zo e Roazhon: mont a raio an anv da get pa ne vo ket soudard ebet ken e kêr.