Calendae

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Calendae a veze laret eus deiz kentañ ar miz en deiziadur roman. En deiz-se e veze embannet deiziadoù ar gouelioù gant ar veleien ha rankout a rae an dleourien paeañ o dle.


Deveradoù[kemmañ]

Eus ar ger calendae eo deuet calendarium, anv levr ar c'hontoù a dlee bezañ paeet .

Kas un dra bennak ad kalendas graecas (d'ar c'halendoù gresian) zo kement hag ampellañ tra pe dra da viken, rak n'eus ket a g-calendae gant tud Hellaz. Evel bloavezh an erc'h du ha gouel Sant Bikenig, n'eo nemet un anv fentus da vouslavarout ne c'hoarvezo biken.

Pennad kar[kemmañ]