Caer Baddan

Eus Wikipedia

Caer Baddan a oa ur rouantelezh vrezhon war-dro 550 er vro a zo en-dro da gêr Bath bremañ. N’ouzer ket penaos e oa anvet hec’h annezidi.

Un darn eus ur rouantelezh unvanet kreizennet en-dro da Gaer Gloui e oa a-raok. Distrujet e voe ar rouantelezh e 577 gant Saozon Wessex en Emgann Deorham hag he roue diwezhañ Ffernfael (an hini nemetañ a anavezer dre e anv) a voe lazhet. Er c'hontrol eus ar pezh zo c'hoarvezet e Caer Ceri ne zalc'has ket ar Saozon ar rannvro diouzhtu met adalek ar VIIvet kantved hepken. N'ouzer ket gant piv e voe renet ar vro e-pad ar c'houlzad-se.

Caer Baddan zo unan eus lec'hioù ma c'hall bezañ bet Emgann Badon.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]