Cadwallon ap Cadfan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maen-bez Cadfan , tad Cadwallon, en iliz Llangadwaladr.

Cadwallon ap Cadfan (591? — 633 pe 634) a oa mab da Cadfan ap Iago ha roue Gwynedd adalek 625 betek e varv, en 633 pe 634. Brudet eo ar freuz ha reuz a reas e Northumbria pa lazhas ar roue Edwin Northumbria, a-raok mervel en emgann a-enep Oswald Bernikia. Un haroz broadel eo e Kembre, un tirant gwadek eo e Bro-Saoz.

Da gentan e oa bet faezhet Cadwallon gant Edwin Northumbria, a aloubas Enez Mon. Hervez Annales Cambriae, e voe gronnet gant e enebourien e 629 en Ynys Seiriol (pe Glannauc), un enezennig er reter da Von. Hervez Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe e vije deuet Cadwallon a-benn da dec'hel da Iwerzhon, hag alese da Gwernenez. Neuze en dije argadet Domnonea, kemeret kêr Exeter, faezhet arme Mercia, ha graet d'ar roue Penda sinañ ar peoc'h gantañ. Hervez Jafrez Menoe, met diaes e vez fiziout warnañ evel istorour, e vije dimezet da hanterc'hoar Penda; Penda ha Cadwallon a reas brezel da Northumbria.

D'an 12 a viz Here 632 (pe 633), e kemerjont perzh en emgann Hatfield Chase ma voe lazhet Edwin hag e vab Osfrith.

Lakaat a ra Cadwallon da vevañ betek 654, bloavezh emgann Winwaed.