Cabo de São Vicente

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cabo de São Vicente
Tour-tan Cabo de São Vicente
Torodoù


Cabo de São Vicente (distagadur portugalek: [ˈkabu dɨ sɐ̃w̃ viˈsẽtɨ]), pe Kab Sant Visant, zo ur beg-douar e Portugal, ar beg merventañ eus Europa.


E parrez Sagres emañ, e kumun Vila do Bispo, en Algarve, 4 km er c'hornôg ha 3 km en hanternoz da Ponta de Sagres. Un tour-tan hag ur manati zo warnañ, hag ur c'hreñvlec'h kozh anvet Fortaleza de Sagres.

Istor[kemmañ]

Peulvanoù zo er c'hab, pezh a ziskouezfe en deus un istor relijiel gwall gozh. "Promontorium Sacrum" e oa anvet en amzer ar Romaned, ha dediet d'an doue Saturnus.
En 779 e voe degaset di relegoù Visant Saragosa eus Valencia (Spagn)[1].

Meur a emgann war vor zo bet dirak Cabo de São Vicente, ha dreist-holl hini 1797 entre Spagn ha Breizh-Veur.


Notennoù[kemmañ]

  1. Mar ilimitado, .