Cabaret Voltaire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cabaret Voltaire e 2006

Cabaret Voltaire a oa un davarn sevenadurel lec'hiet e niverenn 1 Spiegelgasse, e Zurich (Suis). Er straed-se edo Lenin o chom. Mont a reas Cabaret Voltaire en-dro e-pad c'hwec'h miz : etre miz C'hwevrer ha miz Gouere 1916. Chom a reas a-sav abalamour d'an trouz diouzh noz, ha d'an trouz dre vras. Diazezet eo anv al lec'h war an dislavar etre cabaret (an noz) ha Voltaire (ar preder). Eno e voe krouet dada.

Krouidigezh[kemmañ]

Abaoe 1914 e oa ur strollad arzourien yaouank e Zurich : mont a raent a davarn da davarn, hag anvet e oant Cabaret Pantagruel. En o zouez e oa Hugo Ball. Gantañ e voe kavet an davarn a zo deuet da vezañ Cabaret Voltaire. Digoret e voe d'ar 5 a viz C'hwevrer 1916.

Ul lec'h evit an arzourien[kemmañ]

Al livour Marcel Janco a oa o pourmen e Zurich pa glevas sonerezh : en davarn ez eas, hag eno e kejas gant Ball hag a oa o seniñ piano. Goude ma vefent deuet d avezañ mignoned e kinnigas Ball e vignoned da Janco, en o zouez Tristan Tzara ha Jean Arp.

Dre ma ne oa ket pinvidik a-walc'h Ball evit kempenn diabarzh an davarn e c'houlennas digant e vignoned ma prestfent taolennoù dezhañ a-benn kinklañ anezhi. Kinklet e voe an davarn neuze gant oberennoù Modigliani, Picasso, Kandinsky, Klee, Jawlensky, Fernand Léger ha Matisse. En davarn-se, enni taolennoù savet gant dazontourien, kubourien ha eztaoladourien, en em gavas arzourien yaouank liesseurt, hag abadennoù sonerezh ha lennegezh a aozjont eno.

Ganedigezh dada[kemmañ]

niverenn nemeti ar gazetenn anvet cabaret voltaire

Ma kreder ar pezh a lavaras Marcel Janco (e-barzh Dada, monographie d'un mouvement) e komprener e voe implijet ar ger dada a-benn envel ul luskad a oa anezhañ dija. Ma voe implijet ar ger da vat adalek ar 14 a viz Gouere 1916 (lennadeg Manifeste DaDa Hugo Ball) e voe roet lañs d'al luskad d'an 23 a viz Even, pa voe krouet ar barzhonegoù hep gerioù ha pa voe aozet abadennoù Richard Huelsenbeck.

Cabaret voltaire a zo ivez titl ar gazetenn dada kentañ bet embannet e Zurich gant Hugo Ball d'ar 24 a viz Mae 1916.

Liamm diavaez[kemmañ]