C'hronem

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen c'hronem (saoz.: chroneme diwar ar henc'hresianeg: χρονος "amzer") war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus unanenn teorikel diazez hirder ur fonenn, da lâret eo muzul hirder ur gensonenn he hirder ur vogalenn

Un nevezc'her an hini eo betek e saozneg.

En darn vrasañ e kemm a ra hirder ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù hervez an endro fonetikel, da lâret eo ar sonennoù all trop-dro dezhe pe tost oute. E yezhoù all avat e c'hell talvezout an hirder da elfenn fonemek evit lakaat kemm etre gerioù peuzheñvel o stumm a-hendall, da skouer "mell" (berr) kv. "mel" (hir) e brezhoneg.

Ne gomzer ket eus c'hronmoù atav avat bewech ma tlvez an hirder da elfenn fonemek. Hervez un dielfennadur diazezet war keal ar c'hronemoù e vez dielfennet ar vogalenn hir /aː/ evel un unanenn enni div skizhad: /a/ (vogalenn) mui /ː/ (c'hronem), kentoc'h evit dielfennañ /aː/ e degouezhioù resis all evel ur skizhad unvan enni un elfenn nemeti, da lâret eo ur vogalenn, ma vez kontet an hirder evel unan eus perzhioù fonetikel ar vogalenn-se. Bez' e c'heller keñveriañ an doaou doare dielfennañ-se gant an daou doare da dielfennañ diftongenn hervez framm fonologel ur yezh resis]], da skouer [ai] a c'hell bezañ dielfennet evet ur skizhad unanennek /aj/ pe evel un heuliad ennañ div vogalenn /ai/.


Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.