C'hoarioù Olimpek
|
|
||
| Krouidigezh | 1896 (adnevesaet c'hoarioù an Henamzer) | |
| Aozer(ien) | Kengor etrevroadel Olimpek (CIO) | |
| maread | bep 4 bloaz | |
| Stadoù | 205 | |
| Statud ar genstriverien | karourien ha tud a-vicher | |
| An den gant ar muiañ a drec'hoù | Michael Phelps | |
| C'hoarioù Olimpek hañv kentañ | Aten 1896 | |
| C'hoarioù Olimpek goañv kentañ | Chamonix 1924 | |
| Lec'hienn web Ofisiel | www.olympic.org | |
Ar c'hoarioù Olimpek, e gresianek kozh Οἱ Ὀλυμπιακοὶ ἀγῶνες a zo un hollad kenstrivadegoù sport bedel aozet bep 4 bloaz. Ar genstrivadeg sport skedusañ er bed eo. Medalennoù a vez evit an trec'herien : ur vedalenn aour evit an hini gentañ, arc'hant evit an eil, hag arem evit an trede. Er c'hoarioù gentañ e oa 42 sport hag un tammig nebeutoc'h eget 250 gourenour en holl, padal e Pekin e 2008 e oa tro 10 500 gourenour o tont eus 204 stad diseñvel hag o kenstrivañ e 302 sport disheñvel.
Diazezet eo ar C'hoarioù Olimpek war emgavioù a veze, en Henamzer, en Olimpia e Gres, ha savet e voent er stumm m’emaint bremañ gant ur Gall, Pierre de Coubertin, e dibenn an XIXvet kantved.
C'hoarioù Olimpek an henamzer [kemmañ]
Kalz a vojennoù a zo diwar-benn C'hoarioù Olimpek an Henamzer. Ur vojenn a gont eo Herakles a savas ar stad olimpek hag ar savadurioù tro-dro evit enoriñ e dad Zeus, goude bezañ graet e 12 labour. Baleet en doa 600 paz hag anvet an hirder-se ur stad, ar pezh a zo hiziv an deiz 192m. Lavarout a reer eo kroget ar c'hoarioù olimpek e 776 kent J.-K diwar atiz Iphitos, roue Élide. Ar bloavezh-se a verk penn-kentañ ar deiziataer olimpek. Bloavezh kentañ an deiziataer gresian eo ivez.
Program ar c'henstrivadegoù a zo redadegoù war varc'h hag embregerezh korf (redadeg war droad war hedoù disheñvel, bannañ ar bladenn, lammm pell, bannañ ar speg, pentathlon, gouren). Coroebos a voe an hini gentañ o c'hounit un titl Olimpek. Gounit a reas ar redadeg war droad e 776 a-raok J.-K. Adalek ar 7vet c'hoarioù Olimpek, an den a zo trec'h a c'hounezh ur gurunenn Olivez.
Ar C'hoarioù Olimpek en amzer-vremañ [kemmañ]
En daolenn amañ dindan e renabler an holl emgavioù zo bet abaoe 1896 (pa voe adsavet ar C'hoarioù) betek ar C'hoarioù Olimpek diwezhañ hag ar re zo da zont e-kerzh ar bloavezhioù a zeu. C'hoarioù Olimpek 1916, 1940 ha 1944 ne voent ket aozet, abalamour d’an daou vrezel bed a oa o ren da neuze.
Liammoù diabarzh [kemmañ]