C'haron (loarenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Reizhiad Ploudon gwelet eus Hydra. Emañ Ploudon e-kreiz an oabl, C'haron pelloc'hik a-zehou ha Nix eo ar pik lemm a-gleiz (gwel arzour embannet gant NASA)

Dizale moarvat e vo gouezet hiroc'h diwar-benn statud Charon, hag ul loarenn eo pe unan eus ur reizhiad divblanedenn gorr

C'haron eo brasañ loarenn Ploudon. Graet e vez Ploudon I anezhi ivez. Dizoloet e oa bet d’an 22 a viz Mezheven 1978 gant James Christy.
Arabat kemmeskañ gant 2060 Chiron, ur c’horf-oabl all eus Koskoriad an Heol.
Dre m’eo bras-kenañ ment Charon e-keñver Ploudon (an hanter bihanoc’h hepken), e lavar lod emeur gant ur blanedenn doubl ha n’eo ket gant ur blanedenn hag ul loarenn tro-dro, dreist-holl p’emañ ar greizenn c’hravitañ e-maez eus Ploudon.
Charon a oa « treizher an Anaon » e mitologiezh ar C’hresianed, met soñjet en doa ivez James Christy en anv e wreg Charlene pa oa o tibab an anv da reiñ d’e zizoloadenn.

604 km eo skin Charon.


Koskoriad Ploudon
PloudonC'haronHydraNix
Koskoriad an Heol
Pianeti-NoPluto.png
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan
Planedennoù korr: Keres - Ploudon & C'haron - Eris
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton
Traoù all: Heol - Gouriziad asteroidennoù - Stered-lostek - Gouriziad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol