C'haritezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Izelvos gant ar C'harited (Vvet kantved kent JK) mirdi an Akropol en Aten.
Ar C'harited en un izelvos e Pompeii (kentañ kantved).
An Teir Fulenn, gant Sandro Botticelli, munudig eus e daolenn Primavera, en Uffizi e Firenze.
An Teir Fulenn, gant Raffaello (15041505)
An Teir Fulenn, livet gant Rubens.
" An teir Fulenn " gant Antonio Canova

Ur C'haris, e mojennoù Hellaz kozh, a oa unan eus ar C'haritezed (Χάριτες/c'harites e gregach), a oa teir c'hoar. Doueezed ar gened, an natur, ar strujusted e oant.

Anvioù ha kargoù an Teir Fulenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar C'haritezed a vez graet anezho e brezhoneg, pe an Teir C'hoantenn, an Teir Fulenn, rak peurvuiañ e vezent teir. Setu o anvioù, eus ar yaouankañ d'ar goshañ:

Gant ar Romaned e oant anvet ar Gratiae, an "Teir Gras".

O niver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'int ket bet teir atav. E Sparta gozh ne veze enoret nemet div anezho:

En Aten e oant div ivez:

Hesiodos eo an hini kentañ a gomz eus teir.

O lignez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'hed Zeus hag an Okeanidenn Eurynome (pe Eunomia) e oant, a veze kontet. Hervez doareoù all avat e oant

Ar stêr Kefissos, e-kichen Delfi, e oa o lec'h sakr.

En Ilias (XVIII, 382) eo kinniget C'haris gant Homeros evel gwreg Hefaistos, ha Pasitea evel unan eus ar C'haritezed, merc'h da Zionisos ha da Hera, (Nonnos, Dionysiaca, XXI, 103).

Prometet eo gant Hera dimeziñ anezhi da Hypnos gant ma sikouro da lakaat Zeus da gousket.

Ur gaoz hir zo gant Pausanias en e levr Deskrivadur Hellaz (levrenn 9, chabistr 35, 1 - 7) diwar-benn ar gizioù stag ouzh ar C'haritezed, en Hellaz an douar-bras koulz hag en Inizi Ionia.

An Teir Fulenn en arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an urzh istorel:

Liammoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.