C'hariklo

Eus Wikipedia

C'hariklo (Χαρικλώ e gregach) a oa un nimfenn, merc'h da gKyc'hreüs ha Stilbe, met hervez tud zo eo merc'h d'an doue Apollon an hini e oa kentoc'h. Alies e veze da-heul an doueez Athena, merc'h Zeus.

Ur mab he doe gant Eueres, Teiresias e anv, a voe diouganer. Gwelet en doa Athena en he noazh ma voe dallet ganti. Pediñ hag aspediñ a reas e baourkaezh mamm, met lavarout a reas an doueez n'halle ket dizober pezh he devoa graet. Se zo kaoz e roas dezhañ ar galloud da ziouganañ evel frealz.

Goude e timezas da Skiron, roue Megara, hag ur verc'h o doe, anvet Endeis, a vije koulskoude, hervez skridoù zo, merc'h d'an den-marc'h C'heiron. Lakaet eo C'heiron da dad ar vugale all he dije bet c'hoazh: Hippe, Okyroe, ha Karystos.

Un asteroidenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet he deus hec'h anv da (10199) Chariklo.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]