C'hantieg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh finnek-ougrek eo ar c'hantieg pe ostyakeg (kantieg: ostjakki, ruseg: Хантыйский язык pe Остяцкий язык) komzet gant tro-dro da 14 000 den e C'hantia-Mansia, Yamalia, Alexandrovsky hag e Tomsk Oblast e Rusia.

Meur a rannyezh ez eus, disheñvel-tre an eil diouzh eben:

  • Rannyezhoù ar c'hornôg
    • Rannyezh Obdoria (Обдорское наречие)
    • Rannyezh Ob (Приобское наречие)
    • Rannyezh Irtysh (Прииртышское наречие)
  • Rannyezhoù ar reter
    • Rannyezh Surgut (Сургутское наречие)
    • Rannyezhoù Vakh-Vasyugan (Вах-васюганское наречие)
      • 13 isrannyezh

Er penn-kentañ e oa bet skrivet gant al lizherenneg latin goude Dispac'h miz Here, met adal 1937 ec'h eo bet skrivet gant al lizherenneg kirillek gant al lizherenn ispisial ouzhpenn <ң> evit skrivañ ar son /ŋ/ ha ne vez ket kavet er ruseg.

Gwelet ivez[kemmañ]