Cœlophysis
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
relegenn Coelophysis bauri
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Reptilia | ||||
| Dreisturzhiad : | Dinosauria | ||||
| Urzhiad : | Saurischia | ||||
| Isurzhiad : | Theropoda | ||||
| Kerentiad : | Coelophysidae | ||||
| Iskerentiad : | Coelophysinae | ||||
| Genad : | Coelophysis | ||||
| Spesad : | Coelophysis bauri | ||||
| Pelec'h e veze kavet | |||||
|
|
|||||
| Prantad | |||||
|
230-205 milion a vloavezhioù zo |
|||||
|
|||||
Cœlophysis a oa unan eus ar c'hentañ spesad dinosaored chaseour. Bevañ a rejont e diwezh an Triaseg uhelañ etre 230 ha 205 milion vloaz kent hon oadvezh e Mec'hico-Nevez, en Arizona, er C'honnecticut hag e su Afrika. O anv a dalvez « furm gleuz » abalamour d'o eskern lez kleuz. Gallout a raent tihout 3 metr hirder, 55 kantimetr uhelder ha pouezañ 80 kilo[1]. Gouest e oa o geol strizh ha gwevn da dapout krog e preizhoù bihan prim. Krommet e oa o dent war-dreñv ha savet e oa o c'harvanoù e doare ma c'hallfe an div lodenn risklañ an eil ouzh eben.
Ar Coelophysis a chasee moarvat a vagadoù, er memes doare hag ar bleizi hiziv an deiz, ar pezh a roe tu dezhe da dagañ preizhoù brasoc'h evel ar Placerias, stlejviled bronneg a oa anezhe c'hoazh d'ar mare-se.
Ar spesad skouer, C. bauri, a oa deskrivet gant Edward Drinker Cope e 1889. An anv Rioarribasaurus zo heñvelstêr da Coelophysis. Un dinosaor all, Megapnosaurus, a vez sellet outañ alies evel heñvelstêr da Coelophysis .
[kemmañ] Deskrivadur
Coelophysis bauri zo anavezet diouzh un niver a relegoù karrekaet klok. C. bauri a oa un dinosaor skañv e framm, dezhañ 3 metr hirder, 55 kantimetr uhelder ha pouezañ 80 kilo[1].
Coelophysis a oa moan ha moarvat e oa ur reder prim. Daoust ma'z eo un dinosaor kentidik, emdroadur stumm korf an Theropoda a oa bras dija e-keñver loened evel Herrerasaurus hag Eoraptor. Heñvel eo bruched Coelophysis ouzh stumm diazez korf an Theropoda, met gouriz an ezel krec'h en deus un nebeud perzhioù arouezius dedenus : C. bauri en doa ur furcula, evel an evned, ar c'hentañ skouer anavet e-touez an dinosaored. Coelophysis Pevar biz en deus al loened-se evel o hendad. N'halle implij nemet tri anezhe avat rak ar pevare a oa kuzhet e kig ar pavioù a-raok.[2]
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Deskrivadenn eus an dinosaor Cœlophysis war ar PaleoWiki
- The Paleobiology database : Coelophysis, Cope (1889)
[kemmañ] Notennoù
- ↑ 1,0 1,1 Schwartz, Hilde L., Gillette, David D. (1994). "Geology and taphonomy of the Coelophysis quarry, Upper Triassic Chinle Formation, Ghost Ranch, New Mexico". Journal of Paleontology 68 (5): 1118–1130. Kavet 2008-06-21
- ↑ Rinehart, L.F., Lucas, S.G., and Hunt, A.P. 2007. "Furculae in the Late Triassic theropod dinosaur Coelophysis bauri". Paläontologische Zeitschrift 81(2):174-180.