Burkini

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An dilhadtresourez Aheda Zanetti gant Mecca Laa Laa, gwisket gant ar "Burqini" evit he labour kouronkerez-savete e North Cronulla Beach e Sydney, Aostralia, d'ar 4 a viz C'hwevrer 2007. Graet eo bet ar burkini melen ha ruz evit ar Surf Life Saving Australia ha reiñ tu d'ar muzulmadezed da vonedonea war an traezh en ur zoujañ ouzh o relijion .
Maouez e burqini

Ar burkini pe burqini (distaget bourkini), ger savet diwar an anvioù burka ha bikini, zo un dilhad kouronkañ evit ar merc'hed muzulmat a fell dezho mont da neuial, graet gant an Aostralianez a orin libanat Aheda Zanetti evit ar gompagnunezh Ahiida.

Goloet eo ar c'horf penn-da-benn, ne chom dizolo nemet an dremm, an daouarn hag an treid. Skañv a-walc'h eo evit gallout neuial aes.

Berz ha berzh[kemmañ]

E deroù miz Eost 2009, ez eus bet difennet ouzh ur vaouez e Bro-C'hall neuial en ur poull-neuial e kêr, war zigarez ne oa ket un dilhad yac'h en ur poull-neuial .[1] .
E dibenn miz Eost 2009 eo bet aotreet ar burkini en Oslo, kêrbenn Norge. [2]


Pennadoù kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. French pool bans 'burkini' swim. BBC News Online (2009-08-12). Kavet d'an 2009-08-13.
  2. [1] La Ville d'Oslo autorise le burkini dans ses piscines, e-barzh Libération.

Liammoù diavaez[kemmañ]