Burhanuddin Rabbani

Eus Wikipedia
Burhanuddin Rabbani

Burhanuddin Rabbani (1940 - 20 a viz Gwengolo 2011) a oa ur politikour afghan, bet prezidant ar vro div wech (1992-1996 ha 2001).

Studiañ a reas ar gwir hag an doueoniezh e skol-veur Kaboul. Krouiñ a reas ar strollad politikel Jamaat-e-Islami hag a stourme ouzh ar Soviediz. Dilennet e voe da brezidant Afghanistan e 1992 pa voe diskaret ar renad prosoviedel. Skarzhet e voe diouzh ar galloud gant an Dalibaned e 1996. Distreiñ a reas da Gaboul pa c'h eas kuit an Dalibaned hag en em lakaat da brezidant en-dro d'an 13 a vuz Du 2001. Asantiñ a reas reiñ ar galloud da Hamid Karzai d'an 22 a viz Kerzu 2001.

Lazhet eo bet en ur gwalldaol e Kaboul d'an 20 a viz Gwengolo 2011.