Bulldog

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur bulldog saoz dalc'het war-bouez ur roll
Ur bulldog saoz gant e c'hoariell
Ur bulldog saoz da 6 miz

Ar bulldog, anavezet evel English Bulldog pe British Bulldog, zo ur c’hi mentet krenn, a orin eus Bro-Saoz. Krouet e voe ar ouenn en XIIIvet kantved pa veze aozet emgannoù etre ki ha tarv, anvet "bull-baiting". Berzet e voe ar c'hoari-se ha darbet e voe d'ar ouenn mont da get.

Hiziv n'eo ket ur c'hi emgann ken (re all zo), ur c'hi sioul ha dinoaz eo.

Gouennoù all[kemmañ]

Graet e vez an anv bulldog eus gouennoù all deuet eus homañ. A-wechoù e vez disheñvel a-walc'h ar chas-se diouzh gwelet:

  • an Old English Bulldog, aet da get,
  • an Olde English Bulldogge, adkrouidigezh ar ouenn aet da get
  • Toy Bulldog, aet da get
  • French Bulldog, pe Bulldog gall
  • Bull Terrier
  • an American Bulldog
  • an Australian Bulldog
  • ar Valley Bulldog