Bujumbura
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bujumbura eo kêr-benn Burundi. Emañ war ribl al lenn Tanganyika, hag e dibenn an XXvet kantved e oa enni war-dro 300 000 a annezidi.
E 1889, Usumbura ne oa nemet ur geriadenn vihan pa oa deuet soudarded alaman d’en em staliañ enni. Goude ar Brezel-bed kentañ e teuas da vezañ pennlec’h melestradurel Ruanda-Urundi, lakaet dindan gwarez Belgia gant Kevre ar Broadoù. Pa zeuas Burundi da vezañ dizalc’h e 1962 e voe lakaet da gêr-benn ar stad nevez, dindan an anv Bujumbura.