Bugaled Breizh
Ar Bugaled Breizh a zo ur vag-roueder eus Loktudi, Penn-ar-Bed (karter mor ar Gelveneg). Mont a reas d'ar strad d'ar 15 a viz Genver 2004 hag ar 5 martolod a oa en he bourzh a varvas en darvoud-se.
Taolenn |
Ar fedoù [kemmañ]
Ar vag-roueder-se a 24 m hirder dezhi, bet savet e chanter CBS Belz (Morbihan) e 1986, a zo aet d'ar strad a-vaez d'ar c'hKab Lizard (penn mervent Breizh-Veur) d'ar 15 a viz Genver 2004 da 12e25 UTC. Ar vag pesketa perc'hennet gant Michel Douce, paramantour hag artizan-pesketaer, he deus kaset ganti d'ar strad ar 5 martolod a oa e bourzh : Yves Gloaguen, Georges Lemétayer, Pascal Le Floch, Patrick Gloaguen, Eric Guillamet.
Displegadennoù hag enklask da heul ar peñse [kemmañ]
Er sizhunvezhioù kentañ goude ar gwallzarvoud e oa bet kinniget meur a zisplegadenn evit ar peñse.
Tezenn ar begadenn gant ul lestr-spluj-brezel [kemmañ]
Un nebeud eurvezhioù goude ar peñse e vez embannet ur gemennadenn gant prefeti ar mor evit kelaouiñ e oa ur bleustradeg listri-spluj AFNA tro-war-dro ar zonenn beñse. Met al lestr-spluj tostañ (al lestr-spluj izelvroat Dolfjin[1] hag a zo bet kempennet evit kudennoù souezhus[2]) a oa, hervezo, 20 km alese d'an nebeutañ.
Bremañ eo tezenn ul lestr-spluj saoz eo a vez klasket ha gwir e vefe ha kement-se goude un diviz graet e miz Gouere 2010 gant lez-galv Roazhon.
Mediaoù [kemmañ]
Levrioù
- Adieu Bugaled Breizh gant Yann Queffélec, embannadurioù du Rocher, Gouere 2009
- Le Bugaled Breizh, les secrets d'états autour d'un naufrage gant Laurent Richard ha Sébastien Turay, embannadurioù First, Genver 2007, ISBN 2754002979
Kazetennoù
- Enklask Julie Le Bolzer e-barzh Siné-Hebdo Niv. 52 eus an 2 a viz Gwengolo 2009 :
- - « Disparitation du "Bugaled Breizh" : La vérité fera-t-elle surface ? »
- - Les 5 membres d'équipage du Heïdi, un autre bateau de pêche qui serait arrivé avant l'Éridan sur les lieu du naufrage, ne parleront pas.
Skinwel
- L'énigme du Bugaled Breizh, sevenet gant Serge Marie, 2005
- Un "téléfilm du réel" a oa bet raktreset evit bezañ filmet en nevez-amzer 2007 ha skignet gant TF1, met ne ouezer ket petra 'zo bet graet.
Kanaouennoù
- Le Bugaled Breizh, gant ar strollad Avurnav!.
- Bugaled Breizh gant Nolwenn Korbell
Notennoù [kemmañ]
- ↑ FRANCE 3 - Bugaled Breizh, l’enquête rebondit encore - France 3 Ouest - Vue sur mer : info mer et actualité maritime
- ↑ CREFMPM - NAUFRAGE : La coopération internationale jugée mauvaise
Liammoù diavaez [kemmañ]
- lec'hienn gouestlet d'ar vag
- (fr) breizhoo.fr Deskrivañ ar fedoù
- (fr) beamer-france.org (Archif) Teuliad enklask ar BEAMer
| Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |