Buffalo Springfield again
Buffalo Springfield Again eo anv eil albom ar sonerien bodet e-barzh Buffalo Springfield hag embannet e 1967 (Atco/Atlantic). Div ganaouenn dreist-holl zo a bouez , savet gant Neil Young : Mr. Soul ha Broken Arrow.
En 2003 e oa vet anvet da 188vet gwellañ albom gant Rolling Stone diwar ar 500 gwellañ a-holl-viskoazh.
- Pedavare ? Miz Kerzu 1967
- Produerien : Brian Stone, Charles Greene, Richie Furay, Stephen Stills, Neil Young, Ahmet Ertegun, Jack Nitzsche
- ijinourien : Bruce Botnik, Jim Messina, Ross Myering
- lec'hioù da añrejistrañ : Studios Gold Star, Columbia, Sunset Sound ha Sound Recorders ba Los Anjeles hag Atlantic Studios ba New York
Labourat a ra an tri saver kanaouennoù o-unan-penn - hag a-wechoù an añrejistramant - , hag a-benn ar fin eo Buffalo Springfield Again ur seurt meskaj gant stiloù a'h a deus ar c'hountry da beket ar western, en ur dremen dre ar pop hag ar rock, met n'eo ket koherant an albom tamm e-bet. Deut an oberennoù gant Neil Young da vezañ mui-oc'h-mui ambisionus ha tri mil gempennet, met an albom zo é hoskellat beket re etre ar stiloù difer, ha ar produ a jom mall-e-gas.
10 kanaouenn [kemmañ]
- Mr. Soul
- A Child Claim To Fame
- Everydays
- Expecting To Fly
- Bluebird
- Hung Upside Down
- Sad Memory
- Good Time Boy
- Rock'n'Roll Woman
- Broken Arrow