Buenaventura García de Paredes

Eus Wikipedia

Buenaventura García de Paredes oa ur beleg spagnol, ezel eus Urzh ar Brezegerien. Bet eo bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1926 ha 1929.

Ganet eo bet d'an 19 a viz Ebrel 1866 e Castañedo de Valdés e-kichen Luarca (Asturias). Unan eus e vreudeur oa beleg.

Aet eo da Anaon d'an 12 a viz Eost 1936. Fuzuilhet eo bet en ul lec'h anvet «Valdesenderín del Encinar» e Madrid abalamour d'e stad a veleg e-kerzh brezel diabarzh Spagn.

Skoliataet e voe da gentañ en e c'hêr c'henidik. Mont a reas goude da gloerdi bihan Corias (Asturias)e-pad daou vloavezh. Rediet e voe da ziskuizhañ ur pennad er gêr abalamour d'e yec'hed. Goude e studias ar brederouriezh e skol an dominikaned e Ocaña (Rannvro Toledo), degemeret e voe en urzh e 1884. Studiañ a reas an deologiezh e kouent Santo Tomás a Ávila. Diplomet e voe war ar gwir keodedel e Skol-veur Salamanca e 1891. Beleget e voe en Ávila d'ar 25 a viz Gouere 1891. Kendelc'her a reas gant e studioù prederourieh ha lizhiri e Valencia ha Madrid. Degemert e voe doktor e 1897 gant un dezenn anvet Santo Tomás y la Estética moderna.Necesidad de restaurar el pensamiento estético del angélico doctor en la ciencia de lo bello. Degemeret e voe doktor war ar gwir keodedel e 1898 gant un dezenn anvet La Iglesia y el Estado en la Teoría jurídico-social de santo Tomás comparada con las Teorías modernas sobre el mismo asunto.

E 1899 e kelenne e Skiol-veur Manila (Filipinez). E 1990 e teuas de vezañ kelenner Gwir politikel ha melestradurel e Skol-veur Santo Tomás e Manila. rener a gelaouenn bemdeziek katolik "Libertas" e voe e 1901.

Dilennet e voe priol Santo Tomás de Ávila e 1901, rektor Skolaj Santa María de Nieva e Segovia, priol Ocaña e 1910.

E 1911 e voe dilennet priol Proviñs Filipinez? Chom a reas e karg seizh bloavezh. labourat a reas evit diorren ar Proviñs. Reiñ a reas tachennoù mision e Bro-Sina ha Viet-Nam da broviñsoù all. Krouiñ a reas ar gelaouenn Misiones Dominicanas. Prenañ a reas tachennoù evit kreskiñ Sko-veur Santo Tomás e Manila. Soursial a reas eus diorroadur proviñsoù e Spagn hag er Stadoù-Unanet.

E 1917 e voe dilennet priol kouent ar Rozera e Madrid (e Calle Conde de Peñalver). Chom a reas nav bloaz e karg.

E 1926 e voe dilennet mestr an urzh.

E 1927 e prenas kouent kozh Sant Dominig ha Sant Sikstus (e dalc'h ar Stad abaoe 1873) digant ar gouarnamant italian. Kendelc'her a reas gant raktres Hyacinthe-Marie Cormier staliañ eno ar Pontificium Institutum Internationale Angelicum, a zeuas da vezañ Skol-veur pabel sant Tomaz Akwino, Angelicum. Lidañ a reas oferenn gentañ ar bloavezh skol-veur 1928-1929 en iliz Sent Dominig ha Sikstus. Ur gentel digeriñ a voe graet gant Réginald Garrigou-Lagrange.

Reiñ a reas e zilez e 1929.

Mont a reas en-dro da Ocaña. Ret e voe dezhañ klask repu e meur a lec'h e Bro-Spagn adalek 1934. E Madrid edo e miz Gouere 1936. Harzet e voe d'an 11 a viz Eost. Fuzuilhet e voe d'an 12.

Lakaet eo bet war roll ar wenvidien gant ar Pab Benead XVI d'an 28 a viz Here 2007.