Brutus a Droja

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brutus Breizh)

Brutus a Droja, pe Brutus Breizh (Bryttys en kembraeg, Brut en galleg), eo kentañ Roue Breizh (Enez Vreizh) hervez ar vojenn a gaver er Roman de Brut, levr Wace, hag a zo bet brudet evel gwirvoud istorel adalek an XIvet kantved betek an XVIIIvet kantved, daoust ma'z eo brudetoc'h mojenn Arzhur. Un elfenn a bouez eus Danvez Breizh eo eta.

Danvez Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Léon Fleuriot e vije ganet ar vojenn war-dro 630, goveliet e brezhoneg hag e latin e manatioù Enez Vreizh adal an Xvet kantved ha skignet neuze en Arvorig ha tro-dro goude. Warni eo diazezet mojenn orin trojan ar Vrezhoned.
Anavet e oa mojenn Brutus er Grennamzer er broioù kelt, meneget eo en Armes Prydein hag e Leabhbor Bretnach Iwerzhon.(Daveoù a vank)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]