Brut y Tywysogion

Eus Wikipedia
Skrid Brut y Tywysogion e Llyfr Coch Hergest (kolonennoù 240-241)

Brut y Tywysogion (Danevell ar Briñsed) zo ur skrid kembraek kozh ha diazez en istor Kembre. Kenderc'hel a ra Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe.

Un droidigezh kembraek eo eus ur skrid latin kollet.

An doareoù pouezusañ anezhañ eo

Un doare all zo, anvet Brenhinedd y Saeson (Rouaned ar Saozon) ennañ danvez mesket a Gembre hag a Vro-Saoz.

Peniarth MS. 20[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doare Peniarth MS. 20 a grog e 681 gant marv Cadwaladr, hag a echu e 1332. An darvoudoù meneget er bloavezhioù kentañ zo skrivet berr-ha-berr, peurvuiañ marvioù tud, kuzhiadennoù loar, krenoù-douar, kleñvedoù bras evel ar vosenn. Muioc'h a draou zo war-lerc'h. Brasañ lec'h a vez roet eo da rouaned Gwynedd, Powys ha Deheubarth.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneg zo ivez eus darvoudoù en Iliz, evel lakaat gouel Pask en hevelep deiz er bed kristen keltiek hag e Roma, a voe graet gant "Elbodius" (Elfodd), eskob Bangor e 768.

Kaoz zo ivez eus darvoudoù e Saoz, Iwerzhon, Skos ha Gall a-wechoù. Anv zo eus ar c'hentañ eisteddfod, eisteddfod Aberteifi e 1176.


Ar bloazdanevelloù orin a soñjer e oant bet skrivet en abati Strata Florida, miret marteze en abati kozh Llanbadarn en XIvet kantved. Bloazdanevelloù eus abatioù all a voe implijet ivez.

Un droidigezh e kembraeg da vihanañ a zo bet graet e Strata Florida.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • John Edward Lloyd, The Welsh Chronicles (London: H. Milford, 1929)
  • Ian R. Jack, Medieval Wales (Ithaca: Cornell University Press, 1972)
  • Thomas Jones, ed. Brut y Tywysogion: Red Book of Hergest Version (Cardiff: University of Wales Press, 1973)
  • Thomas Jones, ed. Brut y Tywysogion: Peniarth MS. 20 version (Cardiff: University of Wales Press, 1952)

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]