Bruce Nauman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bruce Nauman, (1941, Fort Wayne Indiana) a zo un arzour (video ha livañ) amerikan. An arzoù, ar skiantom fizik hag ar matematik en deus studiet e skol-veur Wisconsin (1960-1964) hag e hini Davis, (Kalifornia, etre 1965 ha 1966). E ziskouezadeg kentañ a voe aozet e 1966. Evit a sell ouzh e arz e fell dezhañ sevel oberennoù "a dag Yann seller".

Adalek dibenn ar bloavezhioù 1960 e krogas Nauma da labourat war dodenn ar c’horf hag e fiñvoù. Evit en ober e savas filmoù, enrolladennoù video ha delwennoù. E 1967 e cheñchas doare hag e krogas da labourat gant moulloù koar ha gwienn wer evit maenaat lodennoù e gorf, ha troc’hañ anezhañ, dreist-holl ar penn hag an izili. Goude-se e krogas da aozañ taolioù-kaer diazezet war ar c’hoarioù yezh : frazennoù ha jestroù eeun, diazezet war lizherennoù e anv. Al lizherenneg a implijas ivez, dre sevel staliadurioù diazezet war implij an neon. E 1969 ha 1970 e savas Live-taped Video Corridor, ur film diazezet war implij ur c’hamera evezhiañ a film anezhañ, gant ar pal lakaat diaes an arvesterien hag en em gav dirak skeudenn wir an arzour. Er bloavezhioù 1970 ha 1980 e kendalc’has da implijout an neon, hag e voe diazezet e oberennoù war ar feulster hag ar reizhelezh. Goude-se e savas meur a garrigelerezh (loened peuliet pe diempret, stag ouzh barrennoù houarn) ha filmoù video war dodenn ar marv hag ar reizh. E 1990 ec’h adkrogas da filmañ e gorf, a-dost ar wech-mañ : e benn o treiñ evel ur gouloù-tro, hag eñ o huchal geriooù gros damzistaget. "Dont a ra ma oberennoù eus ar fulor a save ennon pa soñjan e buhez mab-den". E 2004 en deus krouet a-raotzh-kaer e oberenn Raw Materials evit an diskouezadeg aozet diwar e benn e Tate Modern (Londrez). Evit a sell ouzh e daolennoù e kaver ar memes dodennoù : tammoù ar c’horf, ar skrivañ hag ar sinoù.

Truncated Pyramid Room gant Bruce Nauman

Enor[kemmañ]

E 1993 en deus Nauman resevet ar Wolf Prize Arts evit ar perzh en deus bet e istor arzoù an XXvet kantved. Leon Aour Diskouezadeg Daouvloaziek Venezia en deus bet e 1999. Hervez Artfacts.net (e 2006) e oa Nauman an arzour bev pouezusañ (Gerhard Richter ha Robert Rauschenberg a zeue da heul).


Levezon[kemmañ]

E-touez ar re o deus e levezonet e vez meneget Samuel Beckett, Ludwig Wittgenstein, John Cage, Philip Glass, La Monte Young ha Meredith Monk gant Nauman.


E ziskouezadegoù[kemmañ]

  • 1966 : Nicholas Wilder Gallery, Los Angeles
  • 1968 : Documenta 4, Kassel; Leo Castelli Gallery, New York
  • 1969 : Museum Haus Lange, Krefeld
  • 1970 : Galerie Konrad Fischer, Düsseldorf
  • 1972 : Documenta 5, Kassel; Los Angeles County Museum of Art, Los Angeles
  • 1977 : Documenta 6, Kassel
  • 1980 : 39vet Diskouezadeg daouvloaziek Venezia
  • 1982 documenta 7, Kassel; Baltimore Museum of Art, Baltimore
  • 1986 Contemporary Arts Museum, Houston, Museum für Gegenwartskunst, Basel; Städtisches Kunstmuseum, Bonn; Hamburger Kunsthalle, Hamburg
  • 1988 : Museum of Contemporary Art, Los Angeles
  • 1990 : Städelsches Kunstinstitut, Frankfurt
  • 1991 : Fundacio Espai Poblenou, Barselona
  • 1992 : Documenta IX, Kassel
  • 1993 : Museo Nacional Centro de Arte Reina Sofia, Madrid
  • 1997 : Musée national d'art moderne, Kreizenn Georges Pompidou, Pariz
  • 1998 : Hamburger Kunsthalle, Hamburg
  • 2000 : Musée d'Art Moderne et Contemporain, Genf
  • 2003 : Museum Ludwig, Köln; Museum für Gegenwartskunst, Basel,
  • 2003 : Deutsche Guggenheim, Berlin
  • 2005 : Museum für moderne Kunst, Vienna
  • 2006 : Tate Liverpool
  • 2006 : NRW-Forum Kultur und Wirtschaft, Düsseldorf
  • 2007 : Skulptur.Projekte, Münster

Liammoù diavaez[kemmañ]