Bronn Wennili

Eus Wikipedia
Bronn Wennili
torgenn
Anv er yezh a orinBronn Wennili, Brown Willy Kemmañ
Parent peakHigh Willhays Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadKernev-Veur Kemmañ
En un takad gwarezetBodmin Moor Kemmañ
Kontelezh istorelKernev-Veur Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°35′23″N 4°36′13″W Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySX158799 Kemmañ
Map

Bronn Wennili eo menez uhelañ Kernev-Veur. 420 m eo an uhelder anezhañ. E Goen Brenn emañ, 4 c'hilometr e Gwalarn Bedhasbold ha 6 kilometr e Gevred Ryskammel.

Al lec'hanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brown Willy eo he anv e saozneg. Bren/Bron Wennili e vefe, da lavaret eo “bronn (torgenn) ar gwennili" e brezhoneg. Met Bron Ewhella e vefe, "bronn uhelañ", hervez an istorour ha yezhoniour Henry Jenner.

Ur menez darempredet abaoe pell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou garn zo war he barr. Eus Oadvezh an arem e teufent.

Plijout a ra he dinaouennoù d'ar valeerien. Bep kala-bloaz e vez aozet ur redadeg eno hag a vez boulc'het hag echuet er "Jamaica Inn", un davarn vrudet.